Lundi 8 août 2016, Clarisse Lavanant a fait un joli cadeau en entonnant le cantique Itron Varia Langroas lors de son concert à la Chapelle Notre-Dame de Langroas à Cléden-Cap-Sizun.
Itron Varia Langroas (écrit par l'Abbé Thalamot, de Kerdiern ar Maner en 1920°
Itron Varia Langroas, Mamm garet Or zalver, Holl, d'ho chapelig bep bloaz Ni a zired seder, Da lakad e-harz hotron, Or poaniou, on enkrez ; Da zigori or halon D'ar Vamm a drugarez.
E parrez Kleden, savet War bord eun draonienn hlaz, Ho chapelig ken karet Zo goloet a wez bras ; Savet eo bet 'vid deski Da gristenienn ar vro Ho klahar, ho melkoni Dirag Jesus maro.
N'eur weled e oll boaniou, E hwad, e gurunen, E gorf goloet a houliou, Ganeoh war ho parlen ; An anken, 'vel eur hleze Ho kalon a dreuzas. Biskoas mamm en he buhe Kement a houzanvas !
Abaoue naonteg kantved, Poaniou ho Mab Jesus Siouaz !, 'Vez renevezet Dre ar pehed euzus .An den a zo ken dister Ma teu d'ankounahat Ar boan a ra d'ar Zalver Ha deoh, Gwerhez ken mad !
N'ho chapelig, o Gwerhez, N'eur weled ho klahar, Ni bromet gand karantez Ne vim mui ken digar. Pardonit, o Mamm dener, Ni zo ho pugale, Ha ! gounezit or barner ; Bezit ouzom true !
Itron Varia Langroas, Or Mamm garantezus, Grit n'ankounahaim biskoas Pasion ho Mab Jesus ; Skrivit doun e bemp gouli E gweled or spered ; Grit ma wagim kasoni 'Vid kement'zo pehed.
A-us d'or penn, ô Gwerhez Ar goabrenn 'zo tenval; Kaif, pilat, Herodez O-deus c'hoaz breudeur fall ; Grit eur zell a drugarez, Hag ar goabrenn faoulet, Ar skLerder 'deu a nevez Gand an heol alaouret.
Er Raz, ar mor kounaret Euz ar garreg a sko; Ar roh n'eo ket dispennet, Stard mad a jom atao ; Dirag kounnar an dud fall, Ni 'jom 'vel ar garreg, Rag c'hwi oar on diwall, C'hwi, Mamm ken kaloneg.
Skuilhit war al labourer, 'Vel war an den a vor, Ho pennoziou heb niver, Rouanez douz Arvor ; Kennerzit gand ho skoazell, Holl, beteg ar maro, Bepred ni 'stourmo fidel, 'Vid Doue, 'vid ar vro.